Bugulgan

An Eclogue gant Kenyon Cox (1890)

Ur bugulgan, mêsaergan, maesaergan zo ur varzhoneg a denn d'ar vugulion pe mêsaerien (pe maesaerien), da lavarout eo diwar-benn kas al loened da beuriñ pe bevañ e-kreiz ar maezioù.
Eklog a c'heller lavarout ivez diwar-lerc'h Eclogae, anv oberenn ar barzh latin Vergilius ; Bucolica eo anv all an oberenn-se.

Disheñvel eo ster ar ger eclogae diouzh hini bucolica.
Dont a ra ar ger latin ecloga eus an henc'hresianeg ἐκλογή eklogē. Eklogoù Vergilius a oa awenet gant re ar barzh gresian Teokritos, ha ne dalveze ar ger nemet evit pezhioù berr, pe darnoù eus barzhonegoù. Ar ger-se a veze lavaret e latin gwechall eus ar barzhonegoù a ya d'ober al levr Bucolica, ma voe implijet goude gant barzhed latin da ober anv eus o bugulganoù savet e doare Vergilius, evel ar varzhed Calpurnius ha Nemesianus. Evel ma voe kreñv levezon Vergilius, dreist-holl war varzhed an Azginivelezh, eo chomet ar ger war ar seurt barzhonegoù.