Burell

Frañsez Asiz en e sae burell. Poltred gant Francisco Zurbarán.

Burell zo un danvez gros deuet diwar gloan. En danvez-se e veze graet saeoù ar venec'h, du pe gell o liv peuvuiañ. Gell e oa hini ar gapusined.

Diwar ar ger-se e teu an anv gallek bureau (a zo burev e brezhoneg), anv ur pezh arrebeuri hag anv-tiegezh.

  • Arabat lakaat peñsel burell ouzh limestra. Arabat lakaat livioù kichen-ha-kichen pa ne zereont ket an eil ouzh egile, na tud ha n'en em veskont ket. Burell eo danvez sae ar manac'h, limestra hini ar c'hardinal.