Ar buñs a oa ur muzul kozh hag a servije evit ar gwin hag an ed. Dre vras e oa 300 litrad ennañ met kemmañ a c'halle hervez ar broioù. Meneget eo ar ger e geriadurioù Gregor[1](1732) hag ar Gonideg, hep resisaat muioc'h.
E galleg e reer gant ar ger muid, ha kemm a lakaer etre daou seurt:
Ar buñsad traoù sec'h eo a glotfe neuze gant almud Spagn, a zo kement ha 5 litrad pe muioc'hik (betek 10 litrad).
Evit gouzout hiroc'h e vije ret dastum danvez er skridoù kozh.