Bảo Đại, anvet Nguyễn Phúc Vĩnh Thụy pa voe ganet, a voe trizekvet impalaer Vietnam eus Tierniezh Nguyễn, an tiegezh diwezhañ o ren war Vietnam.
Bet eo bet ez ofisiel roue Annam eus 1926 betek 1945 (e ditl a voe Impalaer Vietnam e 1945 dindan renerezh Japaniz). Bez e oa Annam dindan gwarez Frañs e diabarzh Indosina gall gant an div drederenn eus gorread Vietnam a-vremañ. Ne bignas e gwirionez war an tron nemet e 1932.
Reiñ a reas e zilez e 1945 goude fin an eil brezel bed o reiñ ar galloud d'ar Việt Minh. E 1949 e c'houlennas ar C'hallaoued digantañ distreiñ evel "penn ar Stad "ha n'eo ket impalaer el lodenn dindan o gwarez. Mirout a reas ar garg betek ar 26 a viz Here 1955 daoust dezhañ bezañ alies e Frañs.
Ganet oa bet d'an 22 a viz Here 1913. Aet e oa da Anaon e Pariz d'an 30 a viz Gouere 1997.