C'hione ( Χιονη, «erc'h» e henc'hresianeg) a zo anv teir doueez a eil renk e mojennoù Hellaz kozh.
Kousket a reas gant Poseidon ha genel a reas o mab Eumolpos war-lerc'h. Skeiñ a reas ar mab-se er mor, gant aon rak konnar he zad-hi. Poseidon avat a saveteas ar mabig hag en fizias en ur verc'h da Amfitrite.
Hervez Claudius Aelianus (De Natura Animalium), e oa ivez mamm an Hiperboreaned, ha Boreas e oa o zad.
Ma c'hanas daou vab en ur c'hofad: unan a oa Filammon, a oa mab da Apollon, hag egile a oa Aotolikos, a oa mab da Hermes. Ha C'hione vrell da fougeal e oa bet karet gant daou zoue, ha krediñ tostaat he c'hened ouzh hini Artemis, hag ober goap ouzh an doueez chomet gwerc'h. Met an doueez, droug enni o welout kement a fouge e C'hione, a reas dezhi paouez gant hec'h ardoù: ur saezhad dezhi en he zeod, ken e varvas diwar-lerc'h, ha peoc'h ganti.
An tad en em lazhas gant ar glac'har oc'h en em deurel diwar lein menez Parnassos; troet e voe e falc'hun gant Apollon.
Ur C'hione arall c'hoazh a oa un naiadenn merc'h Kalliroe hag an doue-stêr Neilos. Gwallet e voe gant ur c'houer. Zeus a gemeras truez outi hag he c'hasas d'ar c'houmoul. Alese e taol erc'h war dezerzhioù kras Egipt.
Tostaat a c'haller anv C'hione ouzh hini Gwennerc'h e mojennoù all.
E bevoniezh: