Cadwallon Llawhir a oa roue Gwynedd e deroù ar VIvet kantved. Brudet e oa e vrec'h hir. Hervez ar barzh Iolo Goch e c'helle gorren ur maen hep stouiñ. An hini kentañ eus e dierniezh eo a voe ganet e Kembre.
Krediñ a reer en doa bet kornôg rouantelezh e dad, Einion Yrth, er pezh a zo hiziv kreiz Gwynedd.
Kevreañ a reas gant Meilir Meilirion evit diarbenn an Iwerzhoniz a zalc'he an darn vrasañ eus Enez Von, Arfon pe ledenez Llŷn. En emgann Cerrig-y-Gwyddyl e faezhas anezho ha dont a reas a-benn d'o c'has kuit eus Kembre. E 517 e lazhas o fenn Serigi Wyddel e Llam-y-Gwyddyl.
Palez Cadwallon Llawhir a oa lec'hiet e Bodysgollen e-kichen Llanrhos met diwezhatoc'h e stalias e lez en Enez Von, en Aberffraw. E vab Maelgwn Gwynedd a renas war e lerc'h.
War Cadwallon Llawhir e voe krouet, war a seblant, tudenn ar roue Cradelmant eus Norgales.
En e raok: Einion Yrth |
Roue Gwynedd ) 450 - 517 |
War e lerc'h: Maelgwn Gwynedd |