Caerllion (Caerleon e saozneg ; brezhonekaet e Kerleon a-wechoù[1]) zo ur gêriadenn vihan eus su Kembre, en hanternoz da gêr Casnewydd, war lez ar stêr Wysg[2].
D'an istorourien ez eo pouezus Caerllion abalamour ma'z eus bet kavet enni aspadennoù eus ur c'hreñvlec'h kozh eus Oadvezh an Houarn hag eus ur c'hreñvlec'h all, unan roman, anvet Isca Silurum pe Isca Augusta, ma voe diazezet e-pad pell soudarded al Legio II Augusta. Tost d'an aspadennoù roman ez eus bet digoret daou virdi, an National Roman Legion Museum hag ar Roman Baths Museum.
El lennegezh eo brudet Caerllion ivez : e-barzh Historia Regum Britanniae, gant Jafrez Menoe, ez eo Caerllion unan eus kêrioù pouezusañ Breizh-Veur ha kêr-benn ar roue Arzhur.