Calvados, pe "Kalvados", pe "kalva" zo un evaj kreñv, graet diwar strilhañ chistr, a vez aozet, a lavarer, en departamant Calvados, hag a vez graet e gwirionez e pevar c'horn Normandi, hag en daou du d'ar stêr Seine.
Un anv boutin eo deuet da vezañ, hag en ostalerioù e vez goulennet banneoù calva a-wechoù.
E Treger, en XXvet kantved, e veze graet calva eus an hini kreñv graet er gêr a-wechoù.