Candomblé zo ur relijion eus Brazil, deuet diwar relijionoù afrikan ha mesket enni elfennoù eus ar relijion gatolik. Tri milion a feizidi zo er bezd a-bezh, e Brazil dreist-holl, met temploù zo ivez e broioù all, evel Uruguay, Arc'hantina, Venezuela, Colombia, Panamá, México, Alamagn, Italia, Portugal ha Spagn.
Dont a ra ar ger "candomblé" eus ur ger quimbundo, candombe (dañs gant atabaques), hag ar ger yorubáilé pe ilê, ti): talvezout a ra neuze, "ti an dañs gant atabaques".