Ar menez Canigó (Canigou, ha Canigó e galleg ofisiel adalek 2012[1]) (2,784.66 m.) zo ur menez e Pireneoù Katalonia, etre Conflent, Rousilhon ha Vallespir.
E 2 784 metr emañ ar gern. Abalamour d’an dilive bras zo etrezañ ha plaenenn Rousilhon, e kave d’an dud gwechall e oa ur pezh menez, uheloc’h eget ar re all e Katalonia an Norzh[2]. Gouzout a reer bremañ avat n’eo ket gwir hag ez eo uheloc’h ar menezioù Carlit pe Puigmal.
Hervez ar mojennoù e oa bet ar roue Pêr III Aragon an hini kentañ o pignat gant ar menez Canigó e 1285.
E-harz ar menez ez eus daou vanati, Sant Martí del Canigó ha Sant Miquel de Cuixà.
Bep bloaz d’an 23 a viz Mezheven, nozkent Gouel Yann (nit de Sant Joan), e vez graet un tantad e krec’h ar menez, e-pad un abadenn anvet Flama del Canigó (Flammenn Canigó). Chom a ra tud da nozvezhiañ en-dro d’an tantad ha gant lod e vez kemeret etivi da vont da enaouiñ tantadoù all e lec’hioù war an uhel dre Gatalonia a-bezh[3] Istimañ a reer e vez enaouet 30 000 tantad e Katalonia d’an nozvezh-se[4].