Cantiaci, Cantii, a reer eus ur boblad Belged hag a oa en Enez Vreizh a-raok an aloubadeg roman. O anv o devoa roet d'ur geoded eus proviñs roman Britannia. Ar vro ma oant o chom, Cantium e latin, a voe anvet Ceint diwezhatoc'h, ha Kent e saozneg.
RIB 192 (skrid-gouestl) : Similis Atti f(ilius) ci(vis) Cant(ius) = Heñvel... keodedad eus Kent
Talvoudegezh : gwelloc'h eget soñjal en un anv pobl nemetken, e c'heller kinnig kement ha tud eus Kent (aet da angl-ha-saoz : Cantware = Men of Kent), enno meuriadoù gant anvioù disheñvel.
Meneget eo P. Quentel, e Revue Internationale d'Onomastique, XXV, 1973.