Caradog Prichard (3 a viz Du 1904 – 25 a viz C'hwevrer 1980) a oa ur barzh hag ur romantour kembraek.
Ganet ha maget e voe Caradog Prichard e Bethesda, e kontelezh Gwynedd, e bro ar mengleuzioù mein-glas. Yaouankik e oa pa varvas e dad er vengleuz hag ur c'hleñved spered a oa gant e vamm. E 1923 e voe kaset ar vamm da ospital Dinbych hag eno e tremenas ar rest eus he buhez. Labourat a reas Prichard evel kazetenner, e kembraeg da gentañ hag e saozneg da c'houde, evit Yr Herald Cymraeg e Caernarfon, Y Faner, ar Western Mail e Kerdiz, an News Chronicle e Londrez hag an Daily Telegraph evit echuiñ. E Londrez e tremenas ar braz eus e vuhez.
Un Nos Ola Leuad eo e romant nemetañ, brudet-mat, embannet e 1961. Kontañ a ra buhez kalet ur paotrig e hanternoz Kembre e deroù an XXvet kantved. Ar baourentez, ar follentez, an emlazh eo an temoù a gaver el levr-se hag a adkaver en e oberennoù all.
Danevelloù a skrivas ivez ha barzhonegoù. Gounit a reas ar gurunenn en Eisteddfod Vroadel, dre deir gwech, e 1927, e 1928 hag e 1929. Prizioù all a c'hounezas ivez ha tapout a reas ar Gador en Eisteddof 1962 e Llanelli.
Troet e voe Un Nos Ola Leuad e meur a yezh, e saozneg, galleg[1], tchekeg, spagnoleg, alamaneg, gresianeg, nederlandeg, daneg.