Carcano M91

Fucile Modello 91
Skeudenn ar pennad Carcano M91

Ur fuzuilh Carcano M91 (stumm orin)
Kinnig
Bro Banniel Rouantelezh Italia Rouantelezh Italia
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 6,5 × 52 mm Carcano (stumm orin)
7,35 × 51 mm Carcano (stumm 91/38)
7,92 × 57 mm Mauser
Ijinour Salvatore Carcano
Mare produiñ 1891-1945
Pouez ha muzulioù (stumm orin)
Mas (hep kartouchenn) 3,8 kg
Hirder 1.285 mm
Hirder ar c'hanol 780 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 1 000 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 700 m/s
Endalc'h 6 kartouchenn karget dre ur c'hlip
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Fucile Modello 91, anvet peurliesañ Carcano M91 pe Mannlicher-Carcano, zo ur fuzuilh-vorailh tennata dre zorn ijinet gant Salvatore Carcano, eus arsanailh Torino (Italia) e 1890, ha produet adalek 1891. Implijet eo bet gant an arme italian betek fin an Eil Brezel-bed.

Adalek ar bloavezhioù 1880 ha 1890 e voe degaset e kalz armeoù european fuzuilhoù tennata dre zorn dezhe kargerioù pe sistemoù kargañ gant klipoù : Lebel e Frañs (1886), Lee-Enfield er Rouantelezh-Unanet (1895) pe Gewehr 98 en Impalaeriezh Alaman (1898). En Italia, an ijinour Salavatore Carcano a implijas sistem kargañ ar fuzuilhoù Mannlicher evit sevel un arm nevez da bourvezañ arme ar vro. Ouzhpennañ a reas ur sistem surentez war gostez ar gulasenn. Ur vaionetez a gaved war stummoù zo eus an arm.[1]

Stummoù nesañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Produet e voe stummoù eus an M91 betek 1945 :

  • Modello 91 : stumm orin, kambret e 6,5 × 52 mm Carcano.
  • Moschetto 91 : stumm mousked berroc'h ha skañvoc'h evit ar stumm orin, savet evit ar varc'hegerezh adalek 1893.
  • Moschetto TS 91 (Moschetto per Truppe Speciali Modello 91) : stumm mousked berroc'h ha skañvoc'h evit ar stumm Moschetto. Produet adalek 1898. Pourvezet d'ar strolladoù mindrailherien.
  • Modello 91/38 (Fucile di Fanteria Modello 1938) : stumm berraet implijet gant an arme italian adalek 1938. Ar cheñchamant nesañ degaset war stummoù 91/38 zo eo ar c'halibr nevez 7,35 × 51 mm e plas ar 6,5 mm orin, a oa re wan hervez ar soudarded.
  • Modello 91/41 : adstumm diwezhañ ar fuzuilh kinniget e 1941, dezhañ ur c'hanol hiroc'h.

E 1937 e voe savet un emglev etre an div vro evit produiñ armoù en Italia da bourvezañ ar Morlu japanat. Savet e voe kulasenn ar Carcano M38 war fuzuilhoù Arisaka 38, ha produet an arm dindan an anv Type I etre 1937 ha 1941. War-dro 120.000 skouerenn a voe savet en uzinoù Beretta dreist-holl.

Lazhadenn John Fitzgerald Kennedy

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Fuzuilh Carcano M91/38 ar muntrer Lee Harvey Oswald.

Ur fuzuilh Carcano M91/38 kalibr 6,5 mm, savet warni ul lunedenn Ordnance Optics 4 × 18, a voe implijet d'an 22 a viz Du 1963 evit lazhañ John F. Kennedy, prezidant Stadoù-Unanet Amerika, e Dallas (Texas). Prenet e oa bet dre lizher un nebeud devezhioù a-raok an torfed gant al lazher Lee Harvey Oswald dindan un anv faos.

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 124-125
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan