Carlo zo un anv-badez italianek, savet diwar al latin Carolus, ha par d'an anv brezhonek Charlez.
En italianeg e reer ivez gant Carletto, Carlino, Carluccio, Carolino.
Carla, Carlotta, Carola, Carolina.
E kembraeg e reer Siarl eus an dud, ha Carlo eus ar chas. Ur ganaouenn gembraek, Carlo, a oa bet savet gant Dafydd Iwan e 1969 diwar-benn ar priñs Charlez, mab ar rouanez Elesbed II, un tamm a-raok ma oa bet kurunennet evel priñs Kembre.