Carlo Collodi (anv-pluenn Carlo Lorenzini) a oa ur skrivagner italian ganet d'ar 24 a viz Du 1826 e Firenze ha marvet d'ar 26 a viz Here 1890. Tapout a reas brud er bed a-bezh gant e levr Pinocchio.
Kregiñ a reas da skrivañ evit ar vugale e 1875 pa droas kontadennoù Charles Perrault en italianeg. Goude-se e skrivas Pinnocchio a voe embannet er gelaouenn Il Giornale dei Bambini etre miz Kerzu 1880 ha miz Genver 1883[1].
Un levrig bannoù treset zo bet e brezhoneg db istorioù Pinocchio.