Carlo Levi (Torino, 29 a viz Du 1902 - Roma, 4 a viz Genver 1975) a oa ur skrivagner italian, livour, kizellour, stourmer enepfaskour ha medisin.
Diwar e bluenn e anavezer dreist-holl Cristo si è fermato a Eboli ("Chomet eo ar C'hrist a-sav en Eboli"), embannet e 1945, ma kont e vuhez en harlu e Lucania, goude ma oa bet toullbac'het en abeg d'e soñjoù enepfaskour. E 1979 e voe savet ur film diwar al levr-se, gant Francesco Rosi. Korn-bro Lucania (a zo Basilicata bremañ) a oa unan eus ar rannvroioù paourañ e Kreisteiz Italia en amzer-hont. En e levr e tiskouez Carlo Levi karantez ouzh tud Lucania ha diskrivañ a ra o buhez diaes. Al levr-se a voe unan eus an abegoù ma voe kaozeet kalzik eus "diaesterioù ar c'hreisteiz" gant ar bolitikerien goude an Eil Brezel-bed, ha ma voe graet strivoù evit klask lakaat ar rannvroioù-se da ziorren.