Carlo di Cosimo de' Medici, ganet e Firenze e 1428 pe 1430, ha marvet war-dro 1492, a oa ur c'hardinal italian.
Mab bastard e oa da Cosimo de' Medici ha d'ur sklavez tcherkess, anvet Maddalena, prenet e Venezia. E dad a fellas dezhañ ez a aje gant an Iliz. Person e voe e Santa María en Mugello, hag e San Donato, e Calenzano, ma savas ur c'hloastr eus ar re gaerañ.
Abad e voe en abati San Salvador Vaiano, ouzhpenn bout noñs apostolik e Toskana.
Ur poltred anezhañ a vije bet graet gant Andrea Mantegna, a weler en Uffizi. Cosimo Iañ de' Medici a lakaas ur bez dezhañ en Iliz-veur Prato, gantVincenzo Danti.