Caroline von Brandenburg-Ansbach (1683–1737), pe Wilhelmina Charlotte Caroline, a oa ur briñsez alaman ganet en Ansbach, e Bavaria, dimezet da George II, roue Breizh-Veur.
Ne seblant ket hec'h anv-badez bezañ bet anavezet en istor araozi, met berzh a ray diwar neuze, hag el lezioù alaman dreist-holl.
Margravez e oa Caroline von Brandenburg-Ansbach. Merc'h e oa da John Frederick, Margrav Brandenburg-Ansbach, ha d'e eil pried, Eleonore Erdmuthe Sachsen-Eisenach.
Emzivadez e voe abred. Speredek e oa, desket ha savet mat, un toullad gwazed a glaskas dimeziñ dezhi.
Goulennet e voe gant an Impalaer Santel Karl VI, met hi a nac'has dre ma ne felle ket dezhi dont da vout katolikez.
Prestik goude e timezas da George August, mab da Dilenner Hannover, a voe goude danvez-roue Breizh-Veur ha roue evel George II. E Hannover e voe graet an eured d'an 22 a viz Eost 1705, ha genel a reas o mab kentañ, ar Priñs Frederick, d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1707.