Cefn Mawr zo ur gêriadenn e distrig Wrecsam, e biz Kembre. E-barzh kumuniezh Cefn emañ, hag enni emañ ivez Acrefair, Pen-y-bryn, Newbridge, Plasmadog ha Rhosymedre. Emañ Cefn Mawr er c'hreisteiz da Rhiwabon, e-kichen ar stêr Dyfrdwy.
Gwechall e oa ur gêriadenn oberiant-bras eus Cefn Mawr, d'ar mare ma oa labouradegoù houarn ha mengleuzioù glaou enni. E 1867 e oa bet savet ul labouradeg kimiek gant Robert Ferdinand Graesser, deuet eus Alamagn, ha buan e teuas da vezañ brasañ produer fenol ar bed. En XXvet kantved e voe produet aspirin, kaoutchoug ha meur a dra all enni, gant ar gompagnunezh stadunanat Monsanto. E dibenn an XXvet kantved e oa e dalc'h Flexsys, ur skourr eus Solutia, met abaoe 2010 eo echu al labour enni.
E-kichen Cefn Mawr emañ Dourbont Pontcysyllte, ma vez treuzet traoñienn ar stêr Dyfrdwy gant Kanol Llangollen.