Ar chapel Brancacci zo ur chapel en iliz Santa Maria del Carmine, e karter an Oltrarno, e kêr Firenze, en Italia. E 1386 e voe lakaet sevel gant ar marc'hadour Piero di Piuvichese Brancacci, da enoriñ Sant Pêr.
E 1424 eo e niz, Felice di Michele Brancacci[1] a urzhias kinkladur ar chapel digant Masolino da Panicale.
Masolino a grogas gant al labour e 1424 met mont a reas kuit da Vudapest e-pad tri bloaz ma voe livour el lez. Gant Filippino Lippi e voe echuet al labour etre 1480 ha 1485.