Charles-François Lebrun

Charles-François Lebrun taolennet e 1825

Charles-François Lebrun Duc de Plaisance, ganet e La Bouchelière, ur gêriadennig vihan nepell diouzh Saint-Sauveur-Lendelin en eskopti Coutances (Manche), d'an 19 a viz Meurzh 1739 hag aet da Anaon Sainte-Mesme (Yvelines), d'ar 14 a viz Even 1824, beziet e bered Père-Lachaise (5vet divizion), zo bet trede koñsul ha priñz arc'hteñzorer ar C'hentañ impalaeriezh gall.

Jean-Jacques-Régis de Cambacérès, Bonaparte, Charles-François Lebrun.

Lebrun hervez tud e vare

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un istorig gant Talleyrand a zo deuet betek ennomp, o welet an tri c'hoñsul o tremen Bonaparte, Cambacérès ha Lebrun, en defe anvet anezho hic, haec, hoc (e latin : hemañ, hounnezh, se), o lakaat war-raok heñvelreizhded Cambacérès ha pouez dister Lebrun.