Rann eus | Outback Queensland |
---|---|
Stad | Aostralia |
Kêr-benn eus | Shire of Murweh |
E tiriad | Shire of Murweh, Queensland |
Daveennoù douaroniel | 26°24′0″S 146°15′0″E |
A zo stok ouzh | Bakers Bend, Ward, Riversleigh, Sommariva, Gowrie Station |
Kod-post | 4470 |
Charleville zo ur gêr vihan en Aostralia war ar maez e su Stad Queensland, lec'hiet 753 km er c'hornôg d'ar gêr-benn Brisbane dre an hent. Emañ war ribl ar stêr Warrego, hag e penn ar gourhent Warrego.
E 2006 e oa 3 278 annezad e Charleville. Hervez niveradeg 2016 e oa 3 335 den o chom eno : 15,3% anezho a oa henvroidi ha tud eus inizi Strizh-mor Torres ; 83,6% eus an dud a oa bet ganet en Aostralia, war-lerc'h e oa tud eus Viêt Nam gant 3,3% ; a-fet yezh, 87,6% eus an dud ne gomzent nemet saozneg er gêr, ha 3,5% a gomze vietnameg ; a-fet relijion, 34,1% eus an dud en em zisklêrie katoliked, 24,1% anezho anglikaned, 17,2% hep relijion ebet.
En niveradeg graet e 2021 e oa bet kontet 2 992 a dud e Charleville.