Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | Lady Charlotte Elizabeth Guest, Lady Charlotte Schreiber |
Anv ganedigezh | Charlotte Bertie |
Anv-bihan | Charlotte |
Anv-familh | Bertie, Guest, Schreiber |
Deiziad ganedigezh | 19 Mae 1812 |
Lec'h ganedigezh | Uffington |
Deiziad ar marv | 15 Gen 1895, 1895 |
Lec'h ar marv | Dorset |
Tad | Albemarle Bertie, 9th Earl of Lindsey |
Mamm | Charlotte Layard |
Pried | John Josiah Guest, Charles Schreiber |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Lec'h annez | Dowlais |
Lec'h labour | Londrez |
Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
Charlotte Bertie, anavezetoc'h evel Charlotte Guest, ganet d'an 19 a viz Mae 1812 en Uffington, Lincolnshire, e Bro-Saoz, ha marvet d'ar 15 a viz Genver 1895, a zo brudet evel ar vaouez a droas ar Mabinogi eus ar c'hembraeg d'ar saozneg en XIXvet kantved.
Ganet e oa en Uffington House, en Uffington, ha merc'h e oa da Albemarle Bertie, navet Kont Lindsey, ha d'e eil pried, Charlotte Susanna Elizabeth Layard. Mervel a eure he zad pa oa 6 vloaz, hag addimeziñ a reas he mamm da Peter Pegus, ur beleg a zisplije kenañ da Charlotte.
Barrek e oa war ar studi, hag hec'h-unan e teskas arabeg, hebreeg, ha perseg. Benjamin Disraeli, a oa da vezañ Kentañ Ministr diwezhatoc'h, a reas un tamm lez dezhi pa oa krennardez.
E 1835, ha hi en he 23 bloaz, e timezas da Sir Josiah John Guest (1785 - 1852), a oa unan eus mistri labouradegoù houarn e kreisteiz Kembre, ha perc'henn labouradegoù houarn Dowlais (Dowlais Iron Company). Eured a voe abalamour da zimeziñ an arc'hant kozh d'an arc'hant nevez, ha n'eo ket abalamour da soñjoù romantel diouzh ar c'hiz e lennegezh ar mare. 23 bloaz e oa hi, 51 e oa eñ. Mont a rejont da chom da Dowlais, e Merthyr Tudful, goude ma voe bet dilennet he fried da gannad evit pastell-vro Merthyr Tudful e 1832. Evurus e voent ha 10 bugel o doe.
Troet e oa Charlotte gant gwelvaoù romantel Kembre, ha gant lennegezh he bro nevez. Deskiñ kembraeg a reas mat a-walc'h da lenn ha da gomz ouzh he bugale, pezh na veze ket graet en he metoù tamm ebet en amzer-se. Perzh a gemeras en obererezh he fried, ken evit ar gumuniezh, ken evit e aferioù ivez, pa droas e galleg meur a skrid teknikel. Anvet e voe John Guest da varonet e 1838.
Pa grogas yec'hed he fried da vont war fallaat e voe ret da Charlotte tremen muioc'h a amzer war-dro an embregerezh, ha ne reas nemet se ken goude e varv e 1852.
E 1855 e lezas ar garg a rener gant G. T. Clark[1] pan eas da zimeziñ da Charles Schreiber, ul lenneg hag a oa kannad evit Cheltenham ha divwezhatoc'h evit Poole e Bro-Saoz.
Kuitaat a rejont Kembre hag e-pad meur a vloaz ne rejont nemet beajiñ dre Europa ha dastum priajoù-poazh a voe roet d'ar mirdi Victoria and Albert Museum goude. Hi a zastume ivez kartennoù-c'hoari, plenk-echedoù, a voe roet d'ar British Museum.
He mab henañ Ivor Bertie Guest, a zimezas da Lady Cornelia Spencer-Churchill, merc'h henañ seizhvet Dug Marlborough, da lavarout eo e oa moereb da Winston Churchill.
E 1838 e stagas da dreiñ e saozneg danevelloù ar Mabinogion. Harp a gavas gant John Jones (Tegid) ha Thomas Price (Carnhuanawc) ha labourat a eure war ur skouerenn eus dornskrid Llyfr Coch Hergest. Reiñ a reas an anv The Mabinogion d'an dastumad, a oa ennañ unnek danevell, ha chomet eo abaoe; hervez an arbennigourien e tlefe bezañ ar Mabinogi.
Sed a gaver el levr:
Embannet e voe an troidigezhioù e teir levrenn, a ginnige ar skrid krenngembraek ivez e 1846. Un embannadur all a voe e 1877, gant skeudennoù, ha hep kembraeg.
Gallout a reer soñjal eo harpañ Tegid ha Charnhuanawc en o labour treiñ a reas kentoc'h eget ober an troidigezhioù hec'h-unan. Daoust da se e chom skrid Charlotte Guest un oberenn glasel saoznek, ur skouer eus lennegezh ar Romantelezh.