Fusil d'Infanterie Modèle 1866 | |
---|---|
![]() | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh, sistem skeiñ dre spilhenn |
Munisionoù | Kartouchennoù paper 11 mm Chassepot |
Produerien | Manufacture d'Armes de Châtellerault Manufacture d'Armes de Saint-Étienne Manufacture d'Armes de Tulle Manufacture d'Armes de Mutzig |
Mare implij | 1866–1874 (Bro-C'hall) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 4,100 kg (4,700 kg gant he baionetez) |
Hirder | 1.310 mm (1.880 mm gant he baionetez) |
Hirder ar c'hanol | 795 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | Etre 300 ha 500 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 375 m/s |
Lusk-tennañ | 8 tenn/mn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Chassepot, pe hervez hec'h anv ofisiel Fusil d'infanterie modèle 1866, a oa ar fuzuilh gentañ karget dre he c'hulasenn implijet gant arme Bro-C'hall.
Adalek 1840 e voe implijet gant an armeoù prusian an Dreyse, ur fuzuilh nevez he gwikefre. Enni e veze treuzet ar c'hartouchennoù paper gant ur spilhenn a lakae un emors da darzhañ. Ur pezh araokadenn e oa e-keñver ar fuzuilhoù implijet betek-neuze : ar c'hartouchennoù a oa aesoc'h da zougen ha da zornata evit ar boledoù hag ar poultr. Gellet a rae an arm nevez bezañ karget dre he c'hulasenn, setu e c'halle ar soudarded chom gourvezet pe pennglinet d'ar mare ma adkargent, ar pezh a oa gwelloc'h evit o surentez.
Evit respont d'ar fuzuilh Dreyse e c'houlennas Napoleon III e 1864 e vije pourvezet an arme gant ur fuzuilh karget dre he c'hulasenn ha dezhi ur c'halibr izeloc'h. Alphonse Antoine Chassepot, kontroller er Manufacture d'Armes de Châtellerault ha goude e hini Saint-Étienne, a wellaas kulasenn fuzuilhoù kent en ur ouzphennañ dezhi ur junt kaoutchoug evit ma vije didreuz d'an aer penn-da-benn. Roet e voe e anv d'ar fuzuilh nevez, a voe dibabet gant an arme ha produet adalek 1866.
Daou jestr a ranked ober da zigeriñ kulasenn ar fuzuilh Chassepot. Kement-se ne oa ket evit abegoù teknikel met abalamour e soñje da bennoù bras 'zo en arme c'hall e vije foeltret re a vunisionoù gant ar soudarded ma c'hallent kargañ ur munision re vuan.[1]
Diskouez a reas ar fuzuilh Chassepot bezañ resisoc'h evit an hini Dreyse, met lousaet e veze buan gant ar poultr du implijet enni.[2] Daoust d'he ferzhioù mat ne sikouras ket Frañs da c'hounit brezel 1870 a-enep da Brusia.
Kemeret e voe he flas en arme c'hall gant ar fuzuilh Gras adalek 1874. Lod eus ar Chassepot a voe adkambret evit ar c'hartouchennoù metal 11 mm Gras.
E sevenadur gall dibenn an XIXvet kantved e oa stag ar fuzuilh Chassepot ouzh gwaskerezh ar bobl gant an arme. Meneg a gaver eus an arm e meur a oberenn, en o zouez :
Meneget eo ar Chassepot meur a wech en oberenn beoc'helour La Débâcle gant Émile Zola (1892).