Cheikh

Cheikh
title of honor, rakger
Iskevrennad eusscholar Kemmañ
RelijionIslam Kemmañ
Stumm benel an dikedennالشيخة, sheikha, شیخہ, ŝejkino, cheikha Kemmañ
Cheikhed eus Kurdistan e 1895.

Cheikh (distaget /ʃeɪk/ e saozneg, skrivet شيخ en arabeg, "chaykh" [ʃajx] alies distaget [ʃeːx]), a zo un titl a enor arabek hag a dalv kement ha "henañ" pe "aotrou/mestr". Roet e vez da benn ur meuriad pe d'un den gouiziek war an dachenn skiantel pe relijiel, er c'hevredigezhioù muzulman.

Implijet eo bet an titl à bell zo e broioù al Ledenez arab, En Istor e voe implijet ivez en Impalaeriezh otoman, er Machrek, e Kurdistan, e Norzhafrika, e Korn Afrika... Kavet e vez er bed muzulman a-bezh bremañ. Implijet eo bet an droienn "cheikha" evit merc'hed a-wechoù.

Mustafa Sabri Effendi, diwezhañ Chaykh al-Islām, penn bras an aferioù relijiel en Impalaeriezh otoman ha Kalifad otoman e 1919-1920.

Menneget eo ar ger "cheikh" e 23vet gwerzad ar souratenn Al-Qasas er C'horan.

Stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù e-leizh a zo er bed muzulman : sheikh, sheekh, sheyikh, shaykh, shayk, shekh, shaik, shaikh ha shak.

E broioù zo e vez roet evel anv-tiegezh, pe anv bihan.

Dougen a ra diskennidi ar cheikh Mohammed ben Abdelwahhab, diazezer an Islam wahhabbit er XVIIIvet kantved (relijion Arabia Saoudat hiziv an deiz c'hoazh), an anv Al ach-Cheikh pe Al ash-Shaykh, hag a dalv en arabeg kement ha « familh ar Cheikh » pe « familh an hini fur ».

Shaikh a dalv un diagentiezh arab en Azia ar Su. Shaikh zo ur gumuniezh lieskenel en Azia ar Su hag a gaver e Pakistan ha Bangladesh, hag ivez en India.

Cheikh, Sheikh ha Chikh zo anvioù bihan arab, gant ar memes ster. Adstummoù zo en Afrika, evel Cheikhou ha Sékou. Hemañ a vez kavet stank en Afrika ar C'hornôg.

Kanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]