| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor skantennoù baot
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Chelycypraea | ||
Anv skiantel | |||
Chelycypraea testudinaria (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Chelycypraea testudinaria a zo ar spesad nemetañ eus genad Chelycypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin divoutin an hini eo e touesk ar re vrasañ.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Chelycypraea testudinaria o vezañ implijet un tamm muioc'h eget egile :
Kregin brav eo an Chelycypraea testudinaria. Kavet e vezont etre live an izel mor ha nebeut metroù donder e mougev korailh.
Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 88 ha 120 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 68 mm gour, pe ramz, betek 150 mm pe un tamm muioc'h.
Erronea bregeriana, ur spesad kalz bihanoc'h gant pikoù gwenn damheñvel ouzh ar c'hregin.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Ne seblant ket bezañ kavet er Mor Ruz nag e kornôg Aostralia.