Cheshire | |
---|---|
Banniel Cheshire |
|
Kêr-benn | Chester |
Gorread | 2,343 km² |
Poblañs | 1 028 600 (2011) |
Stankted ar boblañs | 429 annezad/km² |
Distrigoù | |
Cheshire (Kontelezh Chester hervez an anv kozh, Swydd Gaer pe Sir Gaer e kembraeg), zo ur gontelezh eus gwalarn Bro-Saoz, stok ouzh hanternoz Kembre, e Breizh-Veur.
Chester (Caer e kembraeg) eo pennlec'h ar gontelezh, met Warrington eo ar gêr vrasañ.
En hanternoz dezhi emañ Merseyside ha Greater Manchester, Derbyshire er reter, Staffordshire ha Shropshire er c'hreisteiz, Sir y Fflint ha Wrecsam e Kembre er c'hornôg.
D'ar 1añ a viz Ebrel 1998 e voe disrannet Warrington ha Halton diouzh ar gontelezh velestradurel, ha dont a rejont neuze da vezañ Aotrouniezhioù unvan.
Rannet e voe neuze ar gontelezh amaezel miret etre 6 distrig, adaozet d'ar 1añ a viz Ebrel 2009: kendeuzet e voe Hellesmere Port ha Neston, Distrig Chester ha Vale Royal da sevel Kornôg Cheshire ha Chester a-gevret pa voe kendeuzet diouzh o zu Crewe ha Nantwich, Congleton ha Macclefield da sevel Reter Cheshire a-gevret. Ur gontelezh lidel hepken a chom, pa voe freuzet kontelezh velestradurel Cheshire.