Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Christian-Joseph Guyonvarc'h |
Anv-bihan | Christian |
Anv-familh | Guyonvarc'h |
Deiziad ganedigezh | 18 Her 1926 |
Lec'h ganedigezh | An Alre |
Deiziad ar marv | 9 Gen 2012 |
Lec'h ar marv | Brest |
Pried | Françoise Le Roux |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | brezhoneg |
Micher | geriadurour, yezhoniour |
Danvez-doktor | Patrick Le Besco |
Studier | Gwenael an Dug |
Ezel eus | Bezen Perrot |
Prizioù resevet | Amic Prize |
Christian-Joseph Guyonvarc'h, hag a sine e levrioù Christian-J. Guyonvarc'h, ganet d'an 18 a viz Here 1926 en Alre ha marvet e Boc'harzh (pe Gwiler-Leon[1]) d'an 9 a viz Genver 2012, a oa un arbennigour war ar sevenadur keltiek kozh, hini Bro Iwerzhon dreist-holl.
Genidik eus an Alre, yaouank e emezelas dindan an anv Cadoudal er Bezen Perrot er bloavezh 1944. Goude an Eil Brezel-bed e vezo kondaonet da 10 bloaz labour-ret. Dieubet e vezo e 1946.
Adkemer a ra e studioù ha dont a ra a-benn da vezañ kelenner e skol-veur Roazhon arbenikaet war ar bed keltiek hag ar yezhoù keltiek. Mont a reas war e leve e 1980.
Dimezet gant Françoise Le Roux, skrivañ a rejont o-daou un toullad mat a levrioù war ar sevenadur hag istor ar Gelted en Henamzer.