Ar Cikavac (/tsikaʋats/) zo un evn eus mojennoù Serbia.[1] Mont a rae da gemer mel ha laezh evit e berc'henn, seveniñ a rae e c'hoantoù, ha deskiñ d'e vestr kompren yezh al loened.
Evit kaout ur cikavac ne oa nemet tapout ur vi eus ur yar du, he lakaat e kazel ur vaouez da c'horiñ e-pad 40 deiz, hep kofesaat, na pediñ, na troc'hañ ivin ebet.[1]