Stad | Rouantelezh-Unanet |
---|---|
Kêr-benn eus | Cotswold |
E tiriad | Cotswold |
Gwerzhid-eur | UTC±00:00 |
Kontelezh istorel | Gloucestershire |
War ribl | River Churn |
Daveennoù douaroniel | 51°43′8″N 1°58′5″W |
Aotrouniezh | Cirencester Town Council |
Gevellet gant | Itzehoe, Saint-Genis-Laval |
Kod-post | GL7 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.cirencester.gov.uk/ |
Kod pellgomz an takad | 01285 |
Daveennoù an Ordnance Survey | SP022021 |
Cirencester (/ˈsaɪrənsɛstər/) zo ur gêr e Gloucestershire, e Bro-Saoz, 150 km er gwalarn-kornôg da Londrez, hag ar gêr vrasañ e Distrig Cotswold. Eno emañ ar Royal Agricultural College, ar skol labour-douar koshañ er bed saoznek, bet savet e 1840. Anavezet eo mirdi kêr (Corinium Museum) evit e zastumad roman bras.
Corinium e oa anv latin ar gêr. Soñjal a reer e teu an anv eus hini pobl vrezhon ar g-Cornovii, emañ o anv ivez en hini ar stêr Churn[1]. Meneget e oa ar gêr evit ar wezh kentañ gant Ptolemaios e 150.
Talvoudegezh : "This is unresolved".
Emañ Cirencester war glannoù ar stêr Churn, un adstêr d'an Tavoez
Pilet e voe an Dobunni er bloaz 49 e Corinium / Cirencester gant Legio II Augusta, kaset gant Vespazian.
Er bloaz 212, Corinium / Cirencester en em gavas adarre kêr-benn keoded an Dobunni, Glevum / Gloucester o virout e statud trevad roman.
E 296, savet e voe Corinium / Cirencester da gêr-benn ar rannvro nevez Britannia Prima. D'ar c'houlz-se, gant e 101 hektar, Corinium / Cirencester a oa an eil kêr e Britannia romania goude Londinium / Londrez.
Tapet e voe Cair Geri / Cirencester etre daouarn ar West-Saxon, da heul Cair Gloiou / Gloucester, ha Kaer-Vaddon / Bath, e 577, goude koll da vat emgann Deorham.