Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Clark Ashton Smith |
Anv-bihan | Clark |
Anv-familh | Smith |
Lesanv | Klarkash-Ton |
Deiziad ganedigezh | 13 Gen 1893 |
Lec'h ganedigezh | Auburn |
Deiziad ar marv | 14 Eos 1961 |
Lec'h ar marv | Pacific Grove |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | cerebral hemorrhage |
Lec'h douaridigezh | Auburn |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Bet war ar studi e | Placer High School |
Deroù ar prantad labour | 1910 |
List of works | Clark Ashton Smith bibliography |
Tachenn | faltazi, Dark fantasy, lennegezh spont, skiant-faltazi |
Lec'hienn ofisiel | http://www.eldritchdark.com |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Clark Ashton Smith (Auburn, Kalifornia, 13 a viz Genver 1893 - 14 a viz Eost 1961), a oa arzour, barzh ha skrivagner amerikan. A-fed lennegezh en deus skrivet oberennoù moliac'h, spont ha skiant-faltazi. Mignon bras da Howard Phillips Lovecraft e oa.
Paket gant an droug-skevent hag un diwaskadenn e vevas e-unan en ul lochenn a savas asambles gant e dad nepell eus Auburn er penn-kentañ, ha goude-se e Pacific Grove (nepell eus Monterey). Kement tra a ouie Smith a zeskas e-unan : n'eas ket d'al lise, e-unan e teskas galleg ha kastilhaneg, ha meur a varzhoneg a droas, re Baudelaire en o zouez. Meur a vicher en doe ivez : kazetenner, bizskriver, dastumer ha pakader frouezh, troc'her koad, mañsoner, liorzhour ha mengleuzier.
Da 35 bloaz e krogas da skrivañ danevelloù moliac'h (ouzhpenn kant anezho etre 1929 ha 1935, al lodenn vrasañ anezho a zo bet embannet er gelaouenn Weird Tales).
E vuhez-pad e voe kalonekaet gant Howard Phillips Lovecraft, hag hemañ a glaskas lakaat oberenn liesseurt (danevelloù, taolennoù, kizelladurioù) Smith da vezañ brudet. N'eo nemet goude an eil brezel-bed ma vo dastumet skridoù Smith gant August Derleth, hag embannet gant Arkham House.
Oberenn Smith a zo gwall zisheñvel diouzh hini ar skrivagnerien lovecraftian all : ne gaver nag emgannoù na diskouezadur an nerzh-korf enni (er c'hontrol da skridoù Robert Ervin Howard). Peurliesañ ez eo diazezet e skridoù war sorserien, diaouled, pe sunerien-wad en un endro mizus diazezet war bedoù kollet ha disoñjet.
Plijout a rae da Smith implijout gerioù blizidik, rouez pe kozh-bras. Frazennoù hir a save, enno kalz munudoù barzhoniel. E ziouer a deknik akademikel a gempoueze gant pinvidigezh e c'heriaoueg, un ijin hunvreidik bras-divent hag ur c'hoant difaezhus da zeskiñ traoù nevez.
|
|