Claude zo un anv-badez gallek deuet eus an anv latin Claudius, hag a zo bet diouzh ar c'hiz ken-ha-ken en XXvet kantved. Roet e vez d'ar baotred koulz ha d'ar merc'hed.
Lod a lavar e talvez kamm, eus ar ger latin claudus, met claudus ha Claudius zo un tammig disheñvel.
Claudine ha Claudette zo anvioù deveret. Anaout a reer ivez an anvioù-badez kevrennek Jean-Claude, Marie-Claude ha Anne-Claude.
Brezhonekaet eo bet dindan ar stummoù Klaoda pe Glaoda.
Claudio eo an anv italianek roet d'ar baotred, ha Claudia d'ar merc'hed.
- Claude de France, pe Klaoda Bro-C'hall (1499-1524), merc'h henañ Anna Breizh, a zeuas da vout rouanez Bro-C'hall pa zimezas gant ar roue gall Frañsez Iañ, ha dukez Breizh
- Claude de France (1547-1575), merc'h ar roue gall Herri II ha Caterina de' Medici
- Claude Jade (1948-2006), aktourez c'hall
- Claude Pompidou, gwreg Georges Pompidou, prezidant ar Pempvet Republik C'hall eus 1969 da 1974.
- Claude Chirac, merc'h Jacques Chirac, prezidant ar Vvet Republik C'hall eus 1997 da 2007.
- Madame Claude, houlierez c'hall en XXvet kantved
- Claude de Lorraine (1496-1550), dug Guise
- Claude d'Abbeville († 1632) (lesanv Clément Foullon), istorour
- Claude Angeli (1931 - ), kazetenner
- Claude Bébéar, arc'hantour
- Claude Brasseur, aktour
- Claude Chabrol (1930-2010), filmaozer
- Claude Debussy, sonaozour
- Claude François, kaner
- Claude Gellée, livour lorenat
- Claude Goasguen, politikour parizian a orin breizhat
- Claude Heymann (1907-1994), filmaozer, romantour ha saver senario
- Claude Le Petit (1638-1662), barzh likaouer
- Claude Lévi-Strauss, tudoniour
- Claude Makelele (g. e 1973), melldroader
- Claude Monet, livour
- Claude Rich, aktour
- Claude Sautet, filmaozer