Claude-Victor Perrin

Claude-Victor Perrin, en e zilhad marichal ha dug.

Claude-Victor Perrin, dug Bellune (1808), ganet d'ar 7 a viz Kerzu 1764 e Lamarche (hiriv e Vosges) ha marvet e Pariz d'an 1 a viz Meurzh 1841, zo ur jeneral gall en amzer an Dispac'h Gall, ha marichal en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ. Tabouliner e voe en artilherezh en 1781, greunader er Garde nationale, ha buan e savas skeul an arme : jeneral brigadenn e voe da 29 bloaz, brezel Italia a reas gant Napoleone Buonaparte. Goude e voe anvet da jeneral rannarme ha pennjeneral arme ar Republik Batav en amzer ar Gonsuliezh. Kannadour gall e voe e Danmark etre 1804 ha 1806.

Galvet e voe d'an arme war e giz, ha bras e voe e berzh en Emgann Friedland, e 1807, ma voe anvet da marichal an Impalaerezh war-lerc'h. Neuze e voe kaset en tu all d'ar Pireneoù da stourm ouzh emsavidi Brezel Dizalc'hiezh Spagn e penn ur c'horf-arme, ha trec'h e voe eno en emgannoù Espinosa, Uclès, Medellín — hogen faezhet e voe ivez, evel en emgannoù Talavera, Chiclana hag Cádiz. E 1812 e voe galvet gant Napoleon adarre da vont da Rusia gant ur c'horfarme.

Claude-Victor Perrin, poltredet gant Georges Rouget.

Bourc'hizien e oa e tud Victor , eus bro Langres. E dad, Charles Perrin, en devoa ur garg a-bouez evel merour domanioù ar roue, a oa mab da Charles Perrin, urcher ar roue e Lamarche, ha da Gabrielle Guérin); e vamm a oa Marie-Anne Floriot, merc'h d'ur merour domanioù ar roue ivez. D'ar 16 a viz Here 1781, da 17 vloaz, ez eas da dabouliner e rejimant artilherezh Grenoble. Dek vloaz goude, d'ar 1añ a viz Meurzh 1791 ec'h adprenas e zisoudardañ hervez ar priz merket gant al lezenn. Da Valence ez eas da chom, ha da zimeziñ, ha fred a gavas en ti-kêr ma laboure e dad-kaer.