Colette Besson, bet ganet d'ar 7 a viz Ebrel 1946 e Saint-Georges-de-Didonne (Charente-Maritime, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 9 a viz Eost 2005 en Angoulins (Charente-Maritime), a oa un atletourez c'hall barrek war ar pevar c'hant hag an eizh kant metrad. Eviti da vezañ dimezet (da Jean-Paul Noguès) he devoa dalc'het hec'h anv plac'h yaouank a-hed he micher.
D'ar 16 a viz Here 1968 he devoa gounezet medalenn aour ar pevar c'hant metrad e Mec'hiko da-geñver C'hoarioù olimpek hañv 1968.