Cornelius Jansenius (28 Here 1585 - 6 Mae 1638) a oa ur beleg hag un doueoniour eus an Izelvroioù.
Cornelius Jansen, lesanvet Jansenius, a oa bet ganet d'an 28 Here 1585 en Acquoy, e-kichen Leerdam, en Izelvroioù.
Studiet en doa an doueoniezh e Leuven hag e Pariz, e-lec'h en em gavas tost ouzh Jean Duvergier de Hauranne, abad Saint-Cyran. Diwar e ali e voe lakaet e penn ur skolaj e Baiona.
Er bloaz 1617 edo e Leuven en-dro, e-lec'h e oa rener skolaj Santez-Pulcheria.
Er bloaz 1635 e voe anvet da eskob Ieper.
D'ar 6 Mae 1638 ez eas Cornelius Jansen da Anaon diwar ar vosenn hag en devoa tapet dre weladenniñ tud e eskopti.