Cotentin

Ur pennad Cotentin (disheñvelout) zo ivez.
Ledenez Cotentin

Cotentin zo ul ledenez e gwalarn Normandi, etre Bae Menez-Mikael er mervent ha kêr Cherbourg en hanternoz dre vras.

Gwechall e oa anvet Pagus Constantiensis, da lavarout eo bro Coutances, etre aber ar stêr Vire ha Bae Menez-Mikael.

Ur pennad e voe staget ouzh Breizh en amzer ar roue Salaun.

Ul lodenn eus dugelezh Normandi e oa a-raok ma voe staget an dugelezh ouzh Bro-C'hall.

Ti-kêr La Pernelle e biz ledenez Cotentin

Buhez ar c'horn-bro a voe livet e romantoù Jules Barbey d'Aurevilly, en XIXvet kantved.