Craig-y-nos zo ur gêriadenn eus Kembre, e kreisteiz Powys, e Sir Frycheiniog kozh. Emañ en hanternoz da Abercraf e traoñienn an Tawe.
Redek a ra ar stêr Tawe hebiou ar geriadenn, en draoñienn etre torgennoù Carreg Goch ha Bryn Bugeiliaid, e tolead Fforest Fawr. Nepell diouzh ar gêriadenn emañ mougevioù brudet Dan yr Ogof.
Brudet eo Craig-y-nos abalamour ma voe ar ganerez opera Adelina Patti (1843-1919) o chom eno. E 1878 e voe prenet gant "Rouanez ar C'han" un doare kastell, savet e 1842 diwar skouer kestell Bro-Skos. Eno e tiskuizhe ar ganerez goude he zroiadoù dre ar bed, en Europa hag en Amerika. Liorzhoù kaer a voe savet tro-dro d'ar c'hastell, hag ur c'hoariva prevez a voe savet ennañ ivez abalamour d'ar ganerez da ginnig arvestoù prevez eno.