Crypt Style | |
Dastumadenn gant The Blues Explosion
| |
Deuet er-maez | 24 a viz Mae 1993 |
---|---|
Enrollet | miz Gouere, miz Du-miz Kerzu 1991 |
Stil | Punk blues, alternative rock |
Produer | Jon Spencer |
Ti-embann | Crypt Records |
Crypt Style eo titl eil pladenn studio ar strollad sonerien amerikan The Jon Spencer Blues Explosion, bet embannet evit ar wech kentañ e 1992 e Japan gant "1+2". Goude-se e voe embannet e 1993 en Alamagn (e CD gant nebeutoc'h a donioù) hag e pladenn vinil er Stadoù-Unanet gant Crypt Records. Tonioù ar bladenn a voe enrollet e daou vare disheñvel : da gentañ e miz Gouere 1991 gant Kramer, ha goude-se e miz Du hag e miz Kerzu 1991 gant Steve Albini.[1] Al lodenn vrasañ eus tonioù ar bladenn a gaver er bladenn bootleg A Reverse Willie Horton hag e The Jon Spencer Blues Explosion (pladenn), bet embannet er Stadoù-Unanet e 1992.[1] Da lavaret ez eo tri stumm disheñvel eus ar memes pladenn.
Tu A
Tu B
|