Cueva de las Manos

Cueva de la Manos
Glad Bedel UNESCO
Lec'hiadur
Bro Banniel Arc'hantina Arc'hantina
Rannvro Patagonia Arc'hantina
Proviñs Santa Cruz
Mentoù
Donder 88 metr
Hirder 24 m
Ledander 15 m
Uhelder 10 m
UNESCO
Dezverk Sevenadurel (III)
Enskrivadur 1999 (23vet dalc'h)
Niverenn 936
Gorread 600 ha
Gwarez 2 331 ha

GPS 47°9'20.925" S, 70°39'53.611" W

Cueva de la Manos
Digor ar Vougev

Cueva de las Manos ("Mougev an Dornioù') zo anv spagnolek ul lec'hienn henoniel en Arc'hantina, e kanienn don ar Río Pinturas, 163 km er su d'ar gêr anvet Perito Moreno e departamant Lago Buenos Aires, e gwalarn Proviñs Santa Cruz, er rannvro Patagonia argentina.
Kantadoù a zornioù livet dre voull war ar roc'h zo er vougev, alese he anv. E 1993 e voe lakaet da Vonumant istorel broadel Arc'hantina, hag e 1999 e voe degemeret evel Glad bedel an UNESCO[1],[2].

Mougev an Dornioù zo unan eus al lec'hiennoù henoniel suamerikan (gant Monte Verde e Chile, Pedra Furada e Brazil ha Piedra Museo en Arc'hantina e-touez reoù all) a daol ar brall war an damkan gourfouezus hag a ro da wir e voe poblet Amerika diwezhatoc'h eget ar c'hevandiroù all[3].
Aspadennoù amzeriadet 12 500 KB (-10 550)[4] zo bet kavet en ur lec'h annezet all, Los Toldos e proviñs Santa Cruz bepred.

Ar c'hrignerezh naturel a gleuzas moger uhel kanienn ar stêr, betek stummañ ur vougev 88 metr dindan gorre an douar, a zo bihan a-walc'h : 24 metr d'an hirañ, 15 m ledander en digor ha 10 m en uhelañ.

An ergerzher arc'hantinat Francisco Pascacio Moreno (1852-1919) a gavas Mougev an Dornioù e 1876. Diaes eo he diraez, setu perak moarvat ne voe ket furchet gant henoniourien a-raok ar bloavezhioù 1960. An henoniour arc'hantinat Carlos Joaquin Gradin (1918-2002) a studias ar vougev e-pad 30 vloaz adalek 1964, gant skoazell e genseurted Ana M. Aguerre ha Carlos A. Aschero[5].

Teñzorioù a-leizh a oa enni. An henoniourien a brouas e oa bet annezet gant chaseourien-kutuilherien.
An aspadennoù meinek, an oaledoù, ar c'hrec'hin loened, an eskern hag al livadurioù niverus o-unan a roas tu d'o amzeriadañ e-touez ar re goshañ e Suamerika, pa voent boulc'het e Nevezoadvezh ar Maen ha livet a-goulzadoù adalek 9 300 KB (9 300 vloaz kent 1950, da lavaret eo -7 350), betek 1 300 KB (-650). Muioc'h eget ur goudor ez eo bet la Cueva de las Manos evit ar chaseourien gwanakoed, ul lec'h nevet eo bet hep mar ebet e-pad milvedoù.

Meur a zoublet zo a-raok ar sal bennañ m'emañ al livadurioù, a zo kentañ testeni arz Suamerika.
Louc'hoù dornioù eo ar c'halz anezho e gwirionez, treset dre strinkañ liv a-dreuz kavenn ar mel un askorn war dornioù lakaet ouzh ar roc'h ; ouzhpenn d'an dornioù ez eus kelc'hioù, vigelc'hioù, ha steredennoù, ha kalz stummoù all, a zo livet war-eeun war ar roc'h. "Tud ar Su"[6] goude o hendadoù o deus lakaet ouzh ar mogerioù lod elfennoù eus o buhez pemdez : trolinennoù gwanakoed ha nandoued pergen, piches (evned eus ar genad Quiscalus) ha mastuatos (glazarded Diplolaemus darwinii), hag all ; moarvat e oa al loened-se ar re a chaseent, pa weler ivez chaseadegoù treset war ar roc'h. An dornioù livet war-eeun pe dre voull eo ar re vrudetañ evel-just ; 829 dorn maouezed, gwazed, bugale, kleiz an darn vuiañ anezho.
Un nebeud tud zo bet treset ivez, hogen dre linennoù hepken.

An tresadennoù paotañ eo al lunioù, troellennoù dreist-holl, a zo bet lakaet da arouezioù doueed ha doueezed a zo dianav bremañ[7].

Ruz MMM, okr MMM, melen MMM, gwenn MMM ha du MMM eo al livioù implijetañ. Diwar frouezh, plant ha mein friket e veze fardet an enlivadoù, a veze stabilaet gant gwad ha druzoni al loened lazhet.

Tri amzervezh zo bet termenet, pep unan gant e zanvez : an henamzer, ma'z eus kalz abadennoù chaseal treset en doare gwirlivekañ ; ar grennamzer, hini an dornioù hag al loened en o unan, difetisoc'h o zres ; ar maread nevesañ e lunioù mentoniel, e linennoù hag e boentoù o stummañ un doare mandala a-wechoù.
E-kerzh an trede marevezh (5250-3250 KB) hag e-kichen an dornioù bepred ez eus tud ha gwanakoed brastreset, nandoued, ha tudennoù hanterzen-hanterc'hlazard. Diwezhatoc'h, hendadoù Tud ar Su a zibabas da vat ar c'hinkladurioù difetis : kelc'hioù kengreiz, tric'hornioù kenstaget dre o begoù, linennadoù pikoù, ha kammigelloù ruz-flamm. War-dro 200 vloaz a-raok donedigezh Kristol Goulm e voe treset al lunioù diwezhañ er vougev ; reoù damheñvel, a oa emdroet da vilendalloù, a voe gwelet war quillangos (mantilli feur gwanako) ar Batagoniz a gejas ouzh an Europiz kentañ.

Den ne oar resis petra eo ster an tresadennoù-se ; evel er c'hevioù all dre ar bed e c'houlakaer e oant lod en ul lid, relijiel pe get.
Ar pep souezhusañ eo an niver bras a zornioù kleiz a zo bet lakaet ouzh ar roc'h, a c'heller merkañ, hogen reizh eo rak dehouidi moarvat e oa an darn vrasañ eus an dud, setu e talc'hent an askorn gant an dorn-se.

Statud mirerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'an diouer a framm lezennel ec'h eo aet an touristerezh da zibalamour, ar pezh a laka Mougev an Dornioù en arvar evel an darn vuiañ eus ar c'hevioù a zo en Arc'hantina. Strafuilhet eo diabarzh ar vougev, a rank chom en deñvalijenn gant ur gwrezverk hag ur glebor stabil ; an endro ivez zo en arvar : loened, lennoù, riboulioù danzouar, lec'hiennoù henoniel evel kailhegi hen, daoust d'an douaroù tro-dro bezañ gwarezet. Ouzhpenn da gement-se, vandalerezh zo bet e Mougev an Dornioù : grafitioù, engravadurioù, ha mogerioù distrujet zoken.
Hep ur framm melestradurel, monedone an dud en ur vougev a zegas kemmoù en endro, ha freuz dieiltro a-wechoù — setu perak ez eus bet ranket sevel un eiladenn eus Mougev Las Caus, da skouer.[8]

Ditouroù espar a gaver er c'hevioù, rak dre studiañ ar bolzhinkinoù hag al leurhinkinoù e c'heller gouzout penaos e oa an hin a rene gwechall war gorre an douar 50 000 bloaz zo. Freuzet ez eus bet fetisadoù (speleotemoù) gant touristed dija.[8]

Arvarus ivez eo al labourioù er mengleuzioù, ha pa vijent pell a-walc'h, peogwir e c'hallont degas kemmoù en aer hag en dour, ha degas riskladurioù douar zoken.Teir mengleuz zo bet digoret nepell diouzh Mougev an Dornioù abaoe ar bloaz 2000[9].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) 'Instituto Nacional de Antropología y Pensamiento Latinoamericano'. Kavet : 15/01/2022.
  2. (es) Patagonia.com.ar. Kavet : 15/01/2022.
  3. (es) (ca) (en) Fernández Gómez, Andrés A. & Velasco Ortiz, Ana. Los primeros humanos en América. In : Estrat Crític: Revista d'Arqueologia, niv.5-1, 2011 pp. 379-387. Kavet : 15/01/2022.
  4. "KB" (saozneg : BP, Before Present) eo an dave amzerel a vez implijet gant an henoniourien, an douaroniourien hag e diskiblezhioù all, evit kaout an dizober eus an deiziadurioù niverus a zo hag a zo bet ; e deroù ar bloaz 1954 e tibabas an hinourien — en un doare tidel — ar bloaz 1950 en deiziadur gregorian evel orin ar skeuliad amzerel a vez implijet en amzeriatadur dre radiokarbon.
  5. (es) Gradin, Carlos J., et al. Primeros Niveles Culturales En El Área Río Pinturas (Provincia de Santa Cruz, Argentina). Estudios Atacameños, no. 8, Instituto de Investigaciones Arqueológicas y Museo, Universidad Católica del Norte, 1987 pp. 118–41. Kavet : 15/01/2022.
  6. Tehuelche, Aonikenk, Patagones eo an anvioù roet gant Spagnoliz da annezidi Patagonia. Aonek'enk, da lavarout eo "Tud ar Su", eo an anv en o yezh.
  7. Lec'hienn Cueva de la Manos.
  8. 8,0 ha8,1 (es) 'La Nación, 01/10/2006. Kavet : 15/01/2022.
  9. (es) 'La Nación, 04/01/2016. Kavet : 15/01/2022.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.