César Estrada Chávez (31 a viz Meurzh 1927 – 23 a viz Ebrel 1993) a voe devezhour, sindikalour ha stourmer evit ar gwirioù keodedel e Stadoù Unanet Amerika.
Ganet e voe e 1927 e Yuma (Arizona), mab da labourerien-douar deuet eus Mec’hiko. Tremen a reas ar braz eus e vuhez e Kalifornia, o labourat evel devezhour da gentañ. Buan e teuas da vezañ e penn ar stourmoù evit gwir an devezhourien a laboure war ar maez eno. Gantañ e voe savet ur sindikad anvet National Farm Workers Association (NFWA) ha United Farm Workers diwezhatoc’h. Gant ar sindikad-se e veze difennet devezhourien Kalifornia hag a oa peurliesañ tud deuet eus Mec'hiko. Evit kas war-raok gwirioù an dud-se e rae César Chávez gant doareoù difeuls. Unan eus ar stourmerien bennañ evit gwirioù ar Chicanos (tud eus Mec’hiko o vevañ er Stadoù Unanet) eo bet Chávez en XXvet kantved.
E 1965 e voe roet lañs gant Chávez d’un harz-labour e-touez dastumerien rezin Kalifornia. Ha war un dro e c’houlenne ouzh an holl Stadunaniz da voikotiñ, da lavaret eo da chom hep prenañ, rezin Kalifornia. E 1970 e voe echuet o harz-labour gant an devezhourien enbroet ha trec’h e voent en o stourm evit kaout goproù gwelloc’h.
A-hed e vuhez e stourmas Chávez evit gwirioù al labourerien hag a-enep ar reolennoù direizh. Yunañ a reas teir gwech da enebiñ ouzh goproù izel hag aozioù labour fall ar Chicanos. Pa varvas Chávez e 1993, e oa e penn ur stourmadeg all, evit ma vefe paouezet d’ober gant diastuzerioù er gwiniegoù.
Bremañ ez eo brudet César Chávez e Kalifornia hag e stadoù all e SUA. E Kalifornia eo bet lakaet an 31 a viz Meurzh, deiz e c'hanedigezh, da vezañ un devezh gouel ha ne vez ket labouret an devezh-se abaoe ar bloavezh 2000. E kalz kêrioù eo bet roet e anv da straedoù : e San Francisco, Los Angeles, Albuquerque, Austin, Milwaukee pe Salt Lake City.