Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Danmark ![]() |
Anv ganedigezh | Dagmar Johanne Amalie Overby ![]() |
Anv-bihan | Dagmar ![]() |
Anv-familh | Overby, Overbye ![]() |
Deiziad ganedigezh | 23 Ebr 1887 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Vedslet Parish ![]() |
Deiziad ar marv | 6 Mae 1929 ![]() |
Lec'h douaridigezh | talvoud dianav ![]() |
Place of detention | Women's Prison, Vestre Prison ![]() |
Kondaonet evit | muntr ![]() |
Penalty | toull-bac'h dibad ![]() |
Micher | lazher a steudad, micherour ![]() |
Dagmar Johanne Amalie Overbye (23 a viz Ebrel 1883 en Assendrup – 6 a viz Mae 1929 e Kopenhagen) a oa ul lazherez a steudad danat. Lazhañ a reas etre 9 ha 25 bugel – unan anezho a oa bugel dezhi – etre 1913 ha 1920. D'an 3 a viz Meurzh 1921 e voe kondaonet d'ar marv. Stank e voe an divizoù da vare he frosez, ha diwarnañ e voe kemmet lezennoù danmark a-zivout ober war-dro bugale.[1] Kemmet e voe ar varnedigezh hag e voe kondaonet d'an toull-bac'h hed he buhez.
Diwall bugale a oa he micher. Krougañ, beuziñ pe deviñ ar vugale en he fornigell a rae. Goude-se e teve ar c'horfoù pe e touare anezho pe e kuzhe anezho en he loft. Tamallet e voe 9 muntr outi, rak ne oa prouenn ebet evit a sell ouzh ar muntroù all. He breutaer a lavaras e oa bet gwallgaset pa oa-hi bugel, met ne voe ket trawalc'h da lakaat ar barner da cheñch ali. Mervel a reas en toull-bac'h.