An damkaniezh doare houarn marc'h er skiant bolitikel a zegas ar sell n'eo ket an tu kleiz pellañ nag an tu dehoù pellañ enebet evel war ul linenn plaen met kentoc'h e doare pennoù pellañ un houarn marc'h.
An damkan a ya betek klask ar poentoù boutin etre tuioù pellañ ar skalf bolitikel.
An damkan a vez laret ma voe krouet gant ar skrivagner gall Jean-Pierre Faye.