Das Waldhaus

Arthur Rackham, 1917

Das Waldhaus (an ti er c'hoad) zo unan eus kontadennoù Grimm, niverenn 169 en o dastumad[1], ha niverenn 431 e renkadur Aarne-Thompson.[2].

Embannet e voe e saozneg gant Andrew Lang el levr The Pink Fairy Book e 1897[3].

Ar gontadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'hoadour hag e wreg o deus teir merc'h. Un deiz en doa laret d'e bried kas e verc'h henañ da reiñ e goan dezhañ er c'hoad. Siwazh, dianket eo ar plac'h, ha da noz e kav un ti gant ur c'hozhiad louet e vlev hag ur yar, ur c'hog, hag ur vuoc'h. Ha hi da c'houlenn bod. Hag an den da c'houlenn digant al loened, hag int da respont "Duks", hag an den da lavarout "Ya", ha da c'houlenn diganti poazhañ koan dezhañ. Hag ar plac'h da aozañ boued, dezho o-daou, ha goude da c'houlenn ur gwele. Hag eñ da gas anezhi d'ar gambr el laez. Neuze e tigor an den un nor-leur, hag e kouezh er c'hav.

Heñvel dra a c'hoarvez gant an eil c'hoar en deiz war-lerc'h.

An trede merc'h, ur galon vat a blac'h, a vag al loened a-raok ober koan d'ar c'hozhiad ha debriñ gantañ. Neuze e ro greun d'an evned ha foenn d'ar vuoc'h. Ha da gousket, hag an den kozh a gousk en c'hichen. Da hanternoz e klev trouz bras, met ne c'hoarvez droug ebet dezhi. Pa zihun en em gav en ur palez kaer; ar c'hozhiad a oa ur mab d'ar roue, lakaet dindan gazel-ge gant ur sorserez fallakr, hag al loened a oa e servijerien, ha bremañ eo distro d'e stumm kentañ a-drugarez da vadober ar verc'h.

Mab ar roue a zimez dezhi, ha pedet eo he zud d'an eured. An div c'hoar fall zo kondaonet da labourat e ti ur glaouer, betek an deiz ma teskint bezañ madelezhus ouzh al loened hag o magañ ervat.

Rimadelloù zo er gontadenn, lavaret gant al loened.

(Al loened d'an div verc'h kentañ) :

„Du hast mit ihm gegessen,
Du hast mit ihm getrunken,
Du hast an uns gar nicht gedacht,
Nun sieh auch, wo du bleibst die Nacht.“

Te ac'h eus debret gantañ,
Te ac'h eus evet gantañ,
Te n'ec'h eus ket soñjet ennomp,
Neuze en em zibab evit tremen an noz.

(Al loened d'an trede merc'h) :

„Du hast mit uns gegessen,
Du hast mit uns getrunken,
Du hast uns alle wohlbedacht,
Wir wünschen dir eine gute Nacht.“

Te ac'h eus debret ganimp,
Te ac'h eus evet ganimp,
Te ac'h eus graet war hon zro,
Ni a het un noz vat dit.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jacob and Wilheim Grimm, Household Tales, "The Hut in the Forest"
  2. D.L. Ashliman, "The Grimm Brothers' Children's and Household Tales (Grimms' Fairy Tales)"
  3. Andrew Lang, The Pink Fairy Book (1897), "The House in the Wood"