David Copperfield eo an anv ordinal a roer da eizhvet romant ar skrivagner saoznek Charles Dickens, embannet a dammoù, miz ha miz, en 1849, hag en ul levr en 1850. An anv en e hed eo The Personal History, Adventures, Experience and Observation of David Copperfield the Younger of Blunderstone Rookery (Which He Never Meant to Publish on Any Account). Diazezet eo war abadennoù eus buhez an oberour, a skrive, er rakskrid da embannadur 1867, e oa al levr gantañ a gare ar muiañ[1].
Rannet eo al levr e 64 pennad. Embannet int bet e 19 kaierad, enno pep a 32 pajennad gant div skeudenn diwar zorn Hablot Knight Browne ("Phiz"), hag an diwezhañ anezho div wech tevoc'h.
Un drederenn eus an oberenn zo bet embannet e brezhoneg e 2013 en ul levrenn ma kaver 17 pennad hag a glot gant 18 pennad kentañ al levr orin.
Troidigezh e brezhoneg :
Embannadurioù saoznek :