Deci-, aroueziet dre d, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 10-1, da lavaret eo dre 0,1. Rannañ dre zek (10) eo ivez. Da skouer : un dekvedenn eus ur metr eo un dekimetr : 1 dm = 1 m / 10, hag un hed 10 dm = 1 m.
Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger deci-, eus al latin decem "dek". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]
Deki- eo stumm skrivet ar rakger e brezhoneg, peogwir n'emañ ket al lizherenn « c » el lizherenneg.
|