Defynnog

Defynnog zo ur gêriadenn eus Kembre, e kreisteiz kontelezh Powys, e Sir Frycheiniog kozh. E kumuniezh Maescar emañ, un tammig er c'hreisteiz da Bontsenni.

Er c'hreisteiz d'ar gêriadenn emañ ar Fforest Fawr, a zo e-kreiz Park Broadel Bannau Brycheiniog. Er reter dezhi emañ Cefn Llechid, un dorgenn 400 metr uhelder. Tremen a ra ar stêr Senni dre ar gêriadenn ha redek war-zu ar stêr Wysg, e-kichen Pontsenni.

Gouesetlet eo an iliz-parrez da sant Cynog, unan eus mibien Brychan, roue rouantelezh Brycheiniog. Lidet e vez gouel sant Cynog d'an eil yaou a viz Here. Ur maen-sav gant ur groaz keltiek zo er vered ; warni ez eus enskrivadurioù latin hag Ogham met ne gomprener ket anezho.