Deichtine (pe Deichtire) a oa c'hoar Konc'hobar ha mamm Cú Chulainn e gwengelouriezh Iwerzhon. He gwaz e oa Súaltam, hogen tad gwir Cú Chulainn a hañval bout Lugh ag an Tuatha Dé Danann.
En ur stumm ag an istor eo Deichtine bleinierez karr Conchobar. Pa zegouezhas ur strollad evned war Emain Macha ha debriñ an holl c'heot, e voent hemolc'het gant gourion Ulaid. O hemolc'hiñ a rejont betek an noz pa glaskjont kavout ur repu rak an erc'h o tont. Un annez a gavjont e lec'h ma voent degemeret gant un den yaouank. E wreg a oa o labourat hogen roet e voe dezho boued hag evaj gant an den. E wreg a c'hanas ur paotr bihan e-pad an noz, ha daou ebeul a voe ganet ivez. An Ulaidiz a yeas da gousket, ha pa zihunjont en em gavjont e Brú na Bóinne. An ti, ar gour hag e wreg a yeas diwar wel mes ar babig hag an daou ebeul a chomas. Deichtine a advabas ar paotr hag e tistrojont da Emain.
Un herrad amzer goude-se e vanas klañv ar paotrig hag e varvas. Un noz e evas Deichtine ur werennad hag e lonkas ur c'hrouadurig kuzhet e-barzh a-raok menel gousket. Neuze e tegouezhas Lug da lavaret dezhi edo amañ en e annez, hag e oa o tougen e vab. An Ulaidiz a grede e oa mab Konc'hobar mes Lug a fizias Deichtine e Súaltam mac Roich. Deichtine a zimezas gant Súaltam, hogen kemer a reas mezh evit dougen ur mab arall hag e tiforc'has dre youl betek bout evel ur werc'hez en-dro. Aze e rannas he gwele gant he gwaz ha kerkent e voe dougerez.
En ur stumm arall ag an istor e yeas Deichtine kuit ag Emain Macha. Evel er stumm arall, ar strollad evned a voe hemolc'het gant an Ulaidiz hag ar re-se a zegouezhas e annez Lug, hag gwreg Lug a oa Deichtine he-unan. Dihun a rejont e Brú na Bóinne, hag aet e oa Lug hag e annez diwar wel, mes Deichtine a oa eno gant he babig. Da Emain e tistrojont ha Deichtine a zimezas gant Súaltam.
Mamm Deichtine e oa Maga, merc'h Óengus Óg, hag he zad e oa Cathbad, an drouiz. He c'hoarezed e oa Finchoem mamm Conall an Trec'her, ha mamm Noisiu. C'hoar da Anluan ha Cet e oa.
|