Der Blaue Reiter (Ar marc'heger glas) a oa ur strollad arzourien eus Neue Künstlervereinigung München. Ur strollad arzourien alaman a badas eus 1911 da 1914 e voe, hag unan eus an daou luskad (an hini all eo Die Brücke) a voe a-raok an eztaolouriezh.
Vassily Kandinsky, Franz Marc, August Macke, Alexej von Jawlensky, Marianne von Werefkin, Gabriele Münter, Lyonel Feininger, Albert Bloch hag arzourien all a savas Der Blaue Reiter goude ma vefe bet nac'het diksouez "Ar Varnadenn ziwezhañ", savet gant Kandinsky. Ne voe manifesto ebet savet gant izili Der Blaue Reiter, met kentoc'h ur strollad tud bodet tro-dro da gKandinsky ha Marc. Paul Klee a gemeras perzh el luskad ivez.
Diwar anv ul livadur savet gant Kandinsky e 1903 e voe dibabet anv ar strollad. Marteze eivez peogwir e oa dedennet-tre Marc gant ar c'hezeg, ha peogwir e oa plijet-tre Kandinsky gant al liv glas. Liv ar speredelezh eo al liv glas hervez Kandinsky (gwelout e levr Diwar-benn ar speredelezh en arz, 1911). Disheñvel e oa palioù an arzourien a gemeras perzh el luskad, met boutin e oa o c'hoant da ziskouez speredelezh dre o oberennoù. Fellout a rae dezho brudañ an arz modern, al liammoù sonerezh-arzoù gweled, perzhioù arouezius al livioù, ha livañ en un doare emyoulek. Dedennet e oant gant arzoù ar Grennamzer koulz hag en arzoù modern : faoverezh, kubouriezh hag arz diheverz.
E 1911 hag e 1912 e voe aozet diskouezadegoù e pep lec'h en Alamagn gant izili Der Blaue Reiter. Un almanag a lakjont embann ivez, ma oa livadurioù modern, re bobl, re gentidik ha re savet gant bugale. E 1913 e tiskouezjont o oberennoù da-geñver ar c'hentañ Herbstsalon.
Divoet e voe ar strollad pa darzhas ar Brezel-bed kentañ. Vassily Kandinsky, Marianne von Werefkin ha Alexej von Jawlensky a rankas distreiñ da Rusia peogwir e oa keodedourien rusian. Ouzhpenn da se e oa savboentoù disheñvel e diabarzh ar strollad. Der Blaue Reiter a badas neuze eus 1911 da 1914.
E 1923 e voe savet Die Blaue Vier gant Kandinsky, Feininger, Klee hag Alexej von Jawlensky. E 1924 e tiskouezjont o oberennoù hag ec'h aozjont prezegennoù er Stadoù-Unanet.
Kalz livadurioù gant izili Der Blaue Reiter a c'haller gwelout e Diskouezva Städtische Lenbachhaus München.
E miz Even 1911 e voe savet Der Blaue Reiter Almanach (Almanag ar Marc'heger Glas) hag embannet e voe 1 100 skouerenn gant Piper (München) e 1912. Franz Marc a resevas an embannadur kentañ d'an 11 a viz Mae. Kandinsky ha Marc a reas war-dro, ha marc'had-mat e voe an embann dre ma voent sikouret gant an ijinelour Bernhard Koehler, hag a oa eus familh Macke. Ennañ ez eus eilskeudennoù 140 oberenn arzoù ha 14 pennad-skrid. Un alamanag all a voe raktreset, met ne voe ket embannet abalamour ma krogas ar brezel. An hini kentañ voe adembannet gant Piper e 1914[1].
En Almanag e kaver:
Ar skeudennoù implijet en almanag a zegas ur c'hemm bras en arzoù en Europa : ne oa ket diazezet an almanag war arzoù Europa nemetken, met ivez war arzoù Azia, Egipt, Afrika ha re pobloù ar Meurvor Habask. Bez e oa ivez ennañ pemp oberenn gant Van Gogh, Cézanne ha Gauguin, seizh gant Henri Rousseau ha trizek savet gant bugale[3].
Eus an 18 a viz Kerzu 1911 betek penn-kentañ 1912 : Erste Ausstellung der Redaktion Der Blaue Reiter e diskouezva Heinrich Thannhauser e München. 43 oberenn savet gant 14 arzour a voe diskouezet : livadurioù gant Henri Rousseau, Albert Bloch, David Burliuk, Wladimir Burliuk, Heinrich Campendonk, Robert Delaunay, Elisabeth Epstein, Eugen von Kahler, Wassily Kandinsky, August Macke, Franz Marc, Gabriele Münter, Jean Bloé Niestlé ha Arnold Schönberg, hag ur c'hatalog[4].
Eus miz Genver 1912 da viz Gouere 1914 e voe diskouezet an diskouezadeg e meur a gêr en Europa : Köln, Berlin, Bremen, Hagen, Frankfurt, Hamburg, Budapest, Oslo, Helsinki, Trondheim ha Göteborg[5].
Eus an 12 a viz C'hwevrer d'an 2 a viz Ebrel 1912 :Zweite Ausstellung der Redaktion Der Blaue Reiter, Schwarz-Weiß (eil diskouezadeg aozerien Der Blaue Reiter, du-gwenn) e diskouezva Neue Kunst Hans Goltz e München[6].
Izili Der Blaue Reiter a gemeras perzh ivez :
|