Devnon

Devnon, pe Domnonea (Dumnonia e latin), zo ur vro hag a oa en hanternoz Breizh adalek ar VIvet kantved, a-raok ma voe unvanet ar vro gant Nominoe e 845. Diwar ar memes anv e teu anv an Devon, ur gontelezh saoz.

Div Zevnon a oa: an hini en hanternoz da Vor Breizh, hag an hini er c'hreisteiz (homañ). Krediñ a c'haller ez int bet unvan d'ur mare.

Domnonea an hanternoz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Enez Vreizh, e oa ur vro a en em lede war douaroù hag a zo hiziv e Devon, Dorset ha Somerset, ha marteze Kernev-Veur.

Gwelet ar pennad gouestlet dezhi amañ.

Domnonea ar c'hreisteiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e vije bet ar vro gant Riwal, a deue eus Gwent, a zo e Kembre hiziv. Tapout a rae eus Treger betek Dol. Goude 530 e oa Leon enni.

Brudetañ roue Devnon e oa Yezekael, roue Domnonea, 590-658.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]