Diablintes

Pezh moneiz, gennet gant an Diablinted, 5th-1st century BCE.

An Diablintes, Diablintres, Diablindie galianeg, Aulerci Diaulitae e latin, a oa ur bobl eus Galia, ur skourr eus pobl an Aulerci.
Edo an Diablintes etre an Abrincatui, ar g-Cenomanni, ar Riedoned hag an Andecavi. Bihan e oa o bro, ha marteze e oa e-barzh hini ar Genomanni.
Julius Caesar (De Bello Gallico iii. 9) a skrivas e oant kevredet gant ar Weneted, ha pobloù all Arvorig, pan eas d'o argadiñ.

E Moulay (Mayenne) edo o c'hêr-benn a-raok aloubadeg ar Romaned. Goude e voe savet unan all, muioc'h er reter, Civitas Diablintum, e Jublains (pe Jubleins), ma kaver mogerioù roman, nepell diouzh kêr Mayenne. Anvet e oa Noviodunum ivez.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]